Didier Squiban
Degemer mat war ma lec’hienn, ha mersi deoc’h da ziskouez oc’h dedennet gant ma muzik.
Kaset ’voc’h ganin, ma vo mat deoc’h, d’an traoù a soñj din zo a-bouez-bras.Da gentañ, ma’z oc’h soner pe a-vicher war ar sonerezh, kit d’ar bajennad dielloù, digor d’an holl, evit kavet holl ma skridoù muzik ha roll ma fladennoù.
Evit selaou tammoù eus ar pladennoù-se e alian ac’hanoc’h da vont da lec’hienn QOBUZ, a ginnig ur son a-feson.
Evit ar re a blij dezhe ar muzik bev, sellit ouzh ar videoioù.
Kalon al lec’hienn eo GENELIEZH UN OBERENN. En 3 c’hlip-se e kontan penaos em boa graet anaoudegezh gant Robert Masson, pesketaer an aod e Molenez. Hemañ en doa desket din an ton hengounel a zo bet benviet goude gant Pierre-Yves Moign asambles gant Laz-seniñ sinfonek Breizh.
A-bouez din eo ivez ar video a ziskouez milionoù a Japanidi o selaou ac’hanon o tisplegañ dezhe e pelec’h emañ Breizh.
War formulennoù muzik zo an holl ditouroù war ma strolladoù er mare-mañ (daouad piano/akordeoñs, triad fleüt/tablas/piano, mesk).
War raktresoù e tisplegan pezh zo war ar stern ganin : MOLENE KOULZAD II, SINFONIENN AR C’HUZH-HEOL…
Ur bern traoù all a vo kavet ivez amañ hag ahont, fotoioù da skouer.
Kement tra livet e ruz a gas d’ul liamm pe d’ur foto, pe c’hoazh d’ur… souezhenn.
Beaj vat deoc’h !
Dider Squiban (troidigezh gant Corinne ar Mero)